Mon Tro Breizh Istor Tro Breizh®

Istor Tro Breizh®

Lev evit un tamm « Troiad e Breizh » war hentoù Tro Breizh ® ! Un droiad kaer, tost da 1500 kilometr anezhi, da ober tamm-ha-tamm pe en un tennad… Ur veaj meur a gant vloaz dezhi hag a gas ac’hanoc’h betek kalon Istor Breizh, etre al lannier gouez, ar brug o liv flamm, an hentoù don, bord ar mor hag a ray deoc’h chom sebezet, bandennoù morenn, peulvanoù didrouz, gladoù marzhus, mojennoù kevrinus…

Mont war hentoù Tro Breizh ® n’eo ket bale evel m’eur kustum d’ober, n’eo ket ret erruout en ul lec’h bennak, n’eus nemet un droiad da beurechuiñ. Pep hini a doull e hent o lakaat e seulioù war roudoù Seizh Sant Diazezer Breizh, a-raok distreiñ d’al lec’h loc’hañ… ha c’hwi cheñchet !

 

 

Tro Breizh® : un « droiad da beurechuiñ »

Ar « pirc’hirinaj davet ar Seizh Sant » eo hag a zo anezhañ abaoe ar Grennamzer. Diskenn a ra he gwrizioù betek kalon an hengounioù rakkristen ha lidoù an drouized. Ken pouezus e oa ar pirc’hirinaj-mañ ha re Roma, Jeruzalem ha Sant-Jakez a Gompostela ! Gwechall e veze kemeret penn an hent gant ar birc’hirined pemzektez a-raok Pask, ar Pantekost, Gouel Mikael pe Nedeleg evit ober an droiad istorel-se dindan ur miz… war roudoù ar Seizh Sant !

 

Tro Breizh® ar Seizh Sant ?

Tud divroet eo o deus savet Breizh ! A-viskoazh, ar pellañ ma c’haller delc’her soñj, ez eus bet hentoù daremprediñ hag eskemmoù kenwerzh etre Enez-Vreizh (Breizh-Veur a vremañ) hag Arvorig (Breizh a vremañ).

Adalek an 3vet kantved war-lerc’h J.K. e oa bet lakaet tud eus Enez-Vreizh da zont da sikour an Impalaeriezh Roman he doa ezhomm soudarded en Arvorig evit talañ ouzh tagadennoù ar birated pikt, skot, sakson, frizian ha kement zo.

Etre ar 5vet hag ar 7vet kantved war-lerc’h J.K. e teuas strolladoù tud en o fezh, klannoù, en o fenn menec’h hag a oa ganet an darn vrasañ anezhe e tiegezhioù uhel, da dreuziñ Mor Breizh evit en em staliañ en Arvorig. Da neuze e oa prest ar vro da zegemer anezho. Meur a dra zo kaoz d’an eil koulzad divroañ-se, ha ned eont ket an eil enep egile :

  • an disromanekaat e Breizh en doa roet lañs en-dro d’ar gevezerezh etre ar pennoù-bras, diwar neuze e voe galvet ar Saksoned da sikour ; dont a reas ar re-se da aloubiñ ar vro a-benn ar fin,
  • da-heul badeziant Hlodwig e voe krog gant ur maread emglev « frank » gant ar Vretoned, rak-se e veze aesoc’h treuziñ ar mor
  • bez’ e oa ur « Rouantelezh Doubl » a bep tu da Vor Breizh, e-giz-se e c’halle ar Vretoned staliañ rouantelezhioù bihan en daou du da Vor Breizh, evel trevioù,
  • kement d’ur mare ma oa ar misionoù hag an avielerezh en o barr gant ar venec’h kelt…

Setu ma vez enoret 7 eus ar Sent Diazezerien-se gant ar birc’hirined hag o Zro Breizh : sant Paol Aorelian e Kastell-Paol (29), sant Tual e Landreger (22), sant Brieg (22), sant Maloù (35), sant Samzun e Dol (35), sant Padern e Gwened (56), sant Kaourantin e Kemper (29).

 

 

Tro Breizh®, alc’hwez ar baradoz ?

Hervez ur vojenn gozh eus Breizh e vefe sur kement Breton hag en deus echuet e Dro Breizh ® a-raok fin e vuhez da c’hounit e varadoz. Er c’hontrol, ma ne zeu ket a-benn d’en ober a-raok fin e vuhez… e vo ret dezhañ en ober ur wech marv o vont hed e arched war-raok bep bloaz ! Sed aze un afer avat…

 

Tro Breizh®, un droiad war-zu ar sav-heol ?

A-dra-sur n’eo ket Tro Breizh ® un dro-vale evel ar re all ! Ne vezer ket war an hent evit mont d’ul lec’h bennak, evit peurechuiñ un droiad ne lavaromp ket… Mont a ra an hent-se d’ober an dro da Vreizh en ur zegas da soñj eus hec’h istor hag hec’h identelezh. « Ober Tro Breizh ® » a dalvez ivez evit pep hini mont da doullañ e hentig dezhañ e deun e ene, gant se n’eo ket an den evit distreiñ d’ar gêr goude-se evel ma oa pa oa o ;  loc’hañ ! Gant ar c’hilometroù hag ar c’hejadennoù ec’h adkaver ar pep pouezusa؜ñ hag e reer un tamm « diboultrennañ » d’ar spered, ar pezh a ra kalz a vad… Ouzhpenn-se, ez a Tro Breizh ® penn er sav-heol kantvedoù zo… Gant an droiad kozh e vez stummet pirc’hirined nevez-flamm !